décor de papier

ESPARADENN

Bezhin : eñvorennoù beaj tro-dro d’ar bloavezhioù 1858, 1859, 1860 ha 1861 war ar gorvetenn a renk 1añ La Thisbé

Hir eo titl ar vezhineg-mañ, gantañ avat e komprener mat penaos e oa bet savet ar vezhineg-mañ . Emile Carot, letanant a vor, en doa dastumet 162 standilhon a vezhin liesseurt oc’h ober tro ar bed e bourzh ar gorvetenn La Thisbé etre ar bloavezhioù 1858 ha 1861. Aet e oa kuit eus an Oriant e 1858 da vont da Noumea ha mont a reas alese e 1859 betek Polinezia.

E penn kentañ al levr ez eus merket gant an dorn e ro Emile Carot ar vezhineg d'e verc'h Marie.

 

Algues

Algues

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar standilhonoù-mañ, etre 4 ha 9 cm dezho, ha dalc’het etre 3 ha 5 anezho war bep pajenn – hep meneg ebet war an orin na tra – zo chomet en ur stad mat-kenañ. Ul labour hir evit anaout anezho a chom da ober.

>>>Gwelet an teuliad niverelaet<<<


Emile Carot, Algues marines : souvenir d’une campagne autour du monde, pendant les années 1858, 1859, 1860 et 1861, sur la corvette de 1er rang la Thisbé, 1858, Brest, Mediaoueg François Mitterrand-Ar Gabusined, MS 201