An titl zo hir ha skivet e galleg eus ar mare-se met sklaer eo evit gouzout ar pezh a zo e-barzh : « Recueil de toutes sortes de machines, d’outils, et d’ustensiles en usages pour la construction et carenne des vaisseaux, et de tout ce qui a rapport à leurs armements dans un arsenal de marine ».
Sed aze ul levr-stur a-fed sevel bigi evit an dud karget da grouiñ, da vontañ ostilhoù da vont war vor, pe da implijout anezho.
Gant piv eo bet savet ? Gant al letanant-mor Louis-Jean Montier Deslongchamps, staliet e Brest, en dije dalc’het gant al labour boulc’het gant e dad hag e dad-kozh. Ur wezenn gerentiezh eus ar familh Montier des Longchamps a gaver en dornskrid, evel ur seurt gourc’hemenn d’e hendadoù.
Adkavet e oa bet an teuliad dibar-mañ e mediaoueg kêr Brest e 2008. Gantañ e c’haller anavezout istor tri rummad eus ur familh en 18vet kantved hag o deus studiet an eorioù, d’ur mare ma veze enklaskoù pizh war an danvez-se, koulz er porzhioù hag er saloñsoù gouiziek peotramant akademik.
Embann ar ouiziegezh teknologel ha skiantel implijet en arsanailh Brest e oa ivez pal an teuliad skrivet etre 1763 ha 1767.
44 fajenn gant tresadennoù ral e liv ha munudoù a bouez war binviji ar boleerien a-raok 1795, pa voent krog d’ober gant mekanikoù, a gaver en dornskrid, hag ivez deskrivadur ar poleoù liesseurt a veze implijet gant ar morlu d’an ampoent. Graet e voe anv anezhañ gant ar besamiral Armand Kersant en e levr Mémoire sur le gréement e 1786, evel-henn : « sans doute de tous les ouvrages de marine celui qui requiert le plus de perfection ».
>>>Gwelet an teuliad niverelaet<<<
Recueil de toutes sortes de machines, d'outils, et d'ustensiles en usages pour la construction et carenne des vaisseaux, et de tout ce qui a raport à leurs armements dans un arsenal de marine, 1767
Brest, Bibliothèque François Mitterrand-Les Capucins, MS 54