An dastumadoù fetis
Er vediaoueg François Mitterand - Ar Gabusined e vez miret dastumadoù ar glad rouedad mediaouegoù Brest.
11 000 teul zo bet dastumet, oberennoù ral pe prizius, etre ar 15vet hag an 21vet kantved, en o zouez 7 henvoulladur, 200 dornskrid, tost da 200 levr arzourien ha 3000 kazetenn, eus an 19vet kantved dreist-holl.
Beaj La Pérouse, tri dornskrid diwar-benn istor radell La Méduse koulz hag unnek bezhineg eus an 19vet kantved a zo pennoberennoù eus danvez ar glad, troet da vat war-zu ar mor.
Emañ Breizh e-kreiz ar jeu ivez, gant 2200 levrenn e galleg kement hag e brezhoneg en o zouez Grandes croniques de Bretaigne (1514) pe Geriadur Coetanlem (1800).
Danvezioù prizius all a zo : an dalc'had war ar c'hoari echedoù, unan all war an anarkourien, dornskridoù, lizheroù skivagnerien vreizhat (Saint Pol Roux da skouer), kartennoù ha tresoù, plakennadoù fotoioù ha kartennoù-post.
Hag ul lodenn vras eus an dastumadoù glad (30 000 levr) a zikouez ar cheñchamant e levrioù ar vugale abaoe an 19vet kantved. Lakaet e vez war wel ingal an dastumad-se e-barzh armelioù-gwer e rann ar yaouankiz er vediaoueg François Mitterrand - Ar Gabusined
Diskouezadegoù ha prantadoù sevenadurel a c'heller aozañ en ur sal gouestlet d'ar Glad.
An holl zastumadoù a c'heller sellet outo war al lec'h. It e darempred gant al levraouegerien. Taolit evezh : d'ar Sul ne c'heller ket sellet ouzh teuliadoù ar mirlec'hioù.
Skeudenn an dalc'hadoù miret war al lec'h er mirlec'h glad eo an dalc'hadoù niverelaet a gaver war Yroise. War wel eo bet lakeet an dastumadoù ral e-giz dornskridoù a vor, bezhinegoù, henvoulladurioù pe c'hoazh embannadurioù eus ar XVIvet kantved. Dielloù ardamez (e giz geriadur Coetanlem, ur geriadur brezhoneg) pe gant plankennadoù bras tre (oberoù Choquet de Lindu) start ober ganto a zo bremañ aesoc'h sellet outo a drugarez da levraoueg ar glad niverel.
Un dalc'had skeudennoù a gaver, ennañ kartennoù-post pe dalc'had plakennoù gwer donezon Marcel Boriès - ur penn-bras eus ar vro - kement ha fotoioù liesseurt eus ar vro hag eus beg Penn-ar-Bed.
A-drugarez da labour ar BnF war kazetennoù e-giz ar Ouest Eclair lakaet asambles gant reoù niverelaet e Brest - an Dépêche de Brest en o zouez (1886-1944) - e c'heller kinnig ur splujadenn dibar er c'hazetennoù rannvroel.
Erfin, dielloù lennegel (Saint Pol Roux, Victor Ségalen, Frédéric Plessis,...) miret er vediaoueg François Mitterrand- ar Gabusined a vo talvoudekaet tamm-ha-tamm el lec'hienn-mañ.
Pinvidikaet e vo Yroise a-hed an amzer gant dastumadoù niverelaet all ha talvoudekadur ar glad-se dre hon diskouezadegoù, emgavioù, prezegennoù hag atalieroù.