Village de Manevai, Vanikoro, 1833. Expédition de Jules Dumont d'Urville.

ESPARADENN

Ergerzhadenn Jules Dumont d’Urville

  • Jules Dumont d'Urville

Dumont d'Urville

 

Ganet e oa Jules Sébastien César Dumont d’Urville e Condé-sur-Noireau d’an 23 a viz Mae 1790 ha marvet abalamour d’ur gwallzarvoud e Meudon d’an 8 a viz Mae 1842. Ofiser a vor hag ergerzhour gall e oa, kemeret en doa perzh e beajoù skiantel etre ar bloavezhioù 1822 ha 1840, e bourzh an Astrolabe dreist-holl.

  • Ergerzhadenn er Mor Du hag en inizi gresian e 1819-1820 :

La Vénus de Milo, exposée au Musée du Louvre de Paris.
Venus Milo, mirdi al Louvre e Pariz.

 

 

 

 

 

Kavet e oa bet an delwenn mil anavezet-se e-doug un ergerzhadenn skiantel e bourzh ar vag La Chevrette abalamour da resisaat daveennoù douaroniel an enezigi gresian. Karget eus an ensellañ an natur hag ivez eus an arkeologiezh eo Dumont d’Urville an hini gentañ o veizañ priz ar gavadenn ha eñ kas ar c’helloù d’ar c’hannour gall e Konstantinopolis. Savet e voe e 130 a-raok JK an delwenn anavezet abaoe dindan an anv Venus a vMilo ma ‘z eus tu gwelet anezhi e mirdi al Louvre pa voe prenet gant ar stad gall raktal.

 

 

 

 

 

Astrolabe
 Louis Le Breton  — Voyage au Pôle Sud et dans l'Océanie sur les corvettes L'Astrolabe et La Zélée, Jules Dumont d'Urville, Gide Paris, 1846. Skouerenn perc’hennet gant levraoueg glad Gray 

 

  • •    Ergerzhadenn skiantel war La Coquille 1822 - 1825

Troverdeadenn La Coquille a roio tro da Dumont d’Urville da zigas gantañ en tu all da dri mil spesad a plantennoù, pevar c’hant anezho ur spesad nevez hag ivez mil daou c’hant spesad a amprevaned en o zouez tri c’hant spesad nevez. Embannet e voe gantañ d’e zistro meur a gounskrid skiantel hag ul levr anveet Flore des Malouines.

 

  • •    Ergerzhadenn e mor ar Su 1826 - 1829    

Kemer a reas Dumont d’Urville perzh un un ergerzhadenn kaset gant ar bigi L’Astrolabe (bet Coquille) ha La Zèlée gant daou bal : kavout lec’h peñse La Pérouse (e Vanikoro) ha resisaat 4 000 lev eus aodoù Iwerzhon nevez, Breizh Nevez ha Guinea Nevez, lec’hion dianavezetañ an douar. Tost da 200 enez hag enezig a gavo o flas rekis war ar c’hartennoù-mor a drugarez d’ar renabl-mañ, un tri ugent anezho en o zouez na oa ket bet war kartenn ebet beteg-hen. Savet e voe ivez kartennoù eus inizi al Lealded, aodoù ar Zeland Nevez ; ergerzhet inizi Tonga hag ar Moluk hag ivez rummata inizi Melanezia, Polinezia ha Mikronezia.

 

Digas a raio gantañ Dumont d’Urville e-leizh a madoù prizius hag a servijo e rann ar jeografiez peotramant hini al louzaoua. E Muzeom an istor naturel e kaver a darn vrasañ eus dastumadeg vras a spesadoù bet rastellet en droiad pa vez miret gant Mirdi ar mor kavadennoù ha traoù lieseurt ha niverus bet digant ar boblañs bijitet. 

 

  • •    Ergerzhadenn en Antartik 1837 – 1840 :

Tostaat a reas ar memes daouad a vigi d’an Antartik ha dizoloiñ douaroù nevez keit a ha voe graet reisadur klok inizi Salomon ha perc’hennaouet an douaroù anveet a-benn neuze Terre-Adélie e anv bro c’hall d’an 22 a viz genver 1840.

 

>>>>Mont davet an teuliad niverel<<<

Dumont d'Urville, Jules, Voyage de découvertes autour du monde et à la recherche de La Pérouse : histoire du voyage éxécuté sous son commandement et par ordre du gouvernement, sur la corvette L'Astrolabe, pendant les années 1826,1827, 1828 et 1829. Tome premier, 1ere [2e] partie / par M. J. Dumont d'Urville,. 1832.

Brest, Mediaoueg François Mitterrand - Ar Gapusined, RES XIXE D2575.