E penn al lestr kourser La Cloture e 1805 edo ar c’habiten Castex o koursial an Anglizien er Mor Karib. En e levr-bourzh e komz eus an hent, doareoù an amzer, eur ha dizeur ar veaj kement hag anv ar bigi kourset hag ar preizhoù da goulz brezel ar c’hourserezh en Antilhez.
Kourserien, hag a veze roet pep a lizher-kours dezho, a veze implijet gant Bro-C’hall evit difenn he morioù. Unan anezho e oa Castex. Seurt teuliadoù zo rouez rak peurliesañ ne veze ket dalc’het al levrioù-bourzh abalamour ma oant prouennoù a gablusted e ken kaz ma vefe tapet ar gourserien gant o enebourien.
Chomet eo al levr-bourzh e-ratre daoust m’eo bet glebiet ha freget un tamm, anat deoc’h.
Keinet e oa bet gant ar pezh a veze kavet e bourzh, da lâret eo :
- Lienaj ar gouel evit ar golo
- Kordennigoù evit ar c’hevre
- Follennoù gwriet gant fiselennoù
>>>Gwelet an teuliad niverel<<<
Capitaine Castex, Journal du corsaire La Clôture, 1805
Brest, Mediaoueg François Mitterrand - ar Gabusined, MS 166