Divizoù implijout

Yroise, levraoueg niverel glad Brest, zo bet savet diwar ostilhoù diorroet gant Levraoueg vroadel Frañs (BnF) evit he levraoueg niverel Gallica. Herbec’hiet eo Yroise gant ar BnF. Bez’ e c’heller gwelet enni  :

  • eilskeudennoù niverel eus dastumadoù glad rouedad mediaouegoù Brest. Merket eo an teulioù-se gant ar meneg "Mammenn : Levraoueg-kêr Brest". En domani foran eo en em gavet an darn vrasañ anezho. Bez’ e c’heller o adimplijout evit netra ha kuit a aotre, gant doujañ al lezennoù e talvoud, da gentañ en ur venegiñ ar vammenn evel-henn : « Oberour - Kêr Vrest, Mediaoueg F. M.- ar Gabusined, Yroise, kot ».

An implijerien zo pedet da c’houlenn gant al levraoueg (mediatheques@mairie-brest.fr) penaos e c’hell bezañ adimplijet en un doare kenwerzhel teulioù niverel zo (kartennoù-post, an Dépêche de Brest).

  • Eilskeudennoù niverel eus dastumadoù Levraoueg vroadel Frañs. Merket eo an teulioù-se gant ar meneg "Mammenn : Levraoueg vroadel Frañs". Bez’ e c’heller o adimplijout hervez al lezenn niv. 78-753 eus ar 17 a viz Gouere 1978 (evit gouzout muioc’h), evel displeget amañ-dindan :

    • Me ne glasker ket gounit arc’hant e c’heller adimplijout an teulioù-se evit netra ha kuit a aotre, gant doujañ al lezennoù e talvoud, da gentañ en ur venegiñ o mammenn.

    • Rankout a reer paeañ ha kaout aotre evit adimplijout an teulioù-se en un doare kenwerzhel (d.l.e. o gwerzhañ e stumm produioù fetis pe evel servijoù pourchaset).

  • Eilskeudennoù eus teulioù miret e levraouegoù pe gant ensavadurioù kevelet gant ar BnF. Merket eo an teulioù-se gant ar meneg "Mammenn : [Anv ar c’heveler]". An implijerien zo pedet da c’houlenn gant al levraouegoù-se penaos e c’heller adimplijout o zeulioù niverel.

Dindan aotre Creative Commons CC-BY-SA eo embannet testennoù al lec’hienn-mañ. Bez’ e c’heller o adimplijout e kement doare a zo, en ur venegiñ ar vammenn « Kêr Vrest, Yroise » bep taol, hag hep cheñch o zalvoudegezh james.

 

Plijout a rafe deoc’h urzhiadiñ eilskeudennoù niverel uhel o despizadur eus teulioù Yroise, pe moulladennoù anezho (ment A4 d’ar brasañ) ?

Bez' e c'hellit kas ho koulenn deomp dre furmskrid daremprediñ hol lec’hienn, en ur resisaat titl an teul, e oberour, e got hag e beurliamm.

Evit netra e vo kaset deoc’h dre bostel skeudennoù niverel tennet eus un oberenn en em gavet en domani foran pe eus un teul embannet dindan aotre CC BY-SA. Frejoù teknikel, avat, a c’hell bezañ fakturennet evit kas labourioù zo da benn (tennañ skeudennoù nevez, eilañ war ur CD, moullañ war baper…). En degouezh-se e kasimp deoc’h ur rakpriz hep dale.

Trugarez deoc’h da venegiñ eus pelec’h e teu ar skeudennoù implijet ganeoc’h (« Oberour - Kêr Vrest, Kreizenn mirerezh-Yroise, kot »).

An implijerien zo pedet da c’houlenn gant al levraoueg (mediatheques@mairie-brest.fr) penaos e c’heller adimplijout an teulioù niverel-se.

Klemmoù

Levraoueg Brest a ouestl tennañ eus he lec’hienn kement teuliad a vo graet klemm diwar e benn gant e oberour e-unan pe gant e wireien dezhañ. Grit gant ar [furmskrid daremprediñ] evit gouzout muioc’h pe evit klemm.

Stadegoù ha toupinoù :

Evit gwellaat ar servij el lec’hienn ez eus ur merour stadegoù enni. Gant an ostilh-se e vez dastumet an niver a weladennoù, an niver a bajennoù lennet, hag ar pezh a ra ar weladennerien el lec’hienn. Ne vez enrollet tra ebet war hoc’h anv pa verdeit el lec’hienn. Ar roadennoù-se ne vezont ket roet da dredeourien. Ne vez graet implij all ebet anezho. Gellout a rit kemmañ kefluniadur ho merdeer internet forzh pegoulz, hep na vo disteraet tamm kalite ho merdeiñ el lec’hienn.

Tretañ ar roadennoù personel ha gwir da welet, da gemmañ ha da zilemel anezho

Dastumet e vez roadennoù personnel implijerien al lec’hienn goude ma skrivont a-ratozh-kaer ur chomlec’h elektronek pe roadennoù all e furmskridoù. An titouroù dastumet ne vezont implijet nemet evit respont d’o goulenn pe evit kas o difrae da benn.
Ar chomlec’hioù elektronek ne vezont dastumet nemet evit plediñ gant o goulenn. Ne vezont roet da dredeourien e mod ebet

Hervez ar reoliadur hollek europat evit gwareziñ ar roadennoù personel (RHGR) e c’hellit goulenn gwelet pe kemmañ ho roadennoù personel en ur skrivañ dre lizher da :
 

Mediaouegoù-kêr Brest
25, straed Pontaniou
29200 BREST

Pe en ur skrivañ dre bostel da : mediatheques@brest-metropole.fr

Aotrou Maer Brest eo an den atebek war tretañ ar roadennoù. Gwazourien ar servij Levraouegoù eo reseverien ar roadennoù.