cable transatlantique silvertown

ESPARADENN

Ar fun danvor dreuzatlantel etre Brest hag ar C’hap Kod

Un hunvre diskiant e oa treuziñ ar Meurvor Atlantel. Krog e oa Bro-C’hall tamm ha tamm da grouiñ liammoù danvor adalek kreiz an XIXvet kantved ha da gevreañ ar c’hevandirioù daoust d’ar skoilhoù douaroniel ha teknikel. Breizh ha Penn ar bed da gentañ a zeu da vezañ unan eus al lec’hioù pennañ ha strategel evit diorren an teknologiezh-se dreist-holl davet ar Stadoù Unanet.

 

1869 : ar fun danvor dreuzatlantel gentañ e Bro-C’hall

pose-cable-transatlantique-brest
Staliañr ar fun e Beg ar Minou - Le Monde Illustré, 26 a viz Even 1869. Mammenn : gallica.fr

Staliañ ar fun e Beg ar Minou - Le Monde Illustré, 26 a viz Even 1869. Mammenn : gallica.fr
E 1869 e voe staliet ar fun danvor gentañ etre Frañs hag ar Stadoù Unanet. Loc’hañ a rae eus aod ar Minou, e-kichen Brest, evit erruout en tu all eus ar Mor Atlantel e Duxbury, war ragenez ar C’hab Cod.

Er memes bloaz e voe savet kevredad ar fun danvor a c’houlennas gant Breizhveuriz, o doa muioc’h a skiant-prenet war an dachenn-se, fardañ ha pozañ ar fun. Pozet e voe 6180 kilometrad fun gant ar vag Great Eastern ha bigi skoazell dindan miz.

Ur fun danzouar a voe staliet etre an draezhenn ha Brest, d’ober al liamm gant ar rouedad broadel.

Mont a reas ar fun en-dro betek 1894. Goude sac’hadennoù lies e voe dilezet e 1898.

Un eil fun a voe staliet en 1879 etre ar C’hab Cod hag aochoù Breizh dre an inizi Sant-Pêr-ha-Mikelon. Erruout a rae hounnezh betek Aod an Deolenn, un ouf bihan, ul lec’h siouloc’h eget Beg ar Minou, un tammig pelloc’h er c’hornôg.

 

 

pose-cable-transatlantique-brest-1869
Ar fun danvor etre Brest - New-York - La Dépêche de Brest, 6 a viz Eost 1897.

 

plage-minou-plouzan-cable-transatlantique

aod ar Minou hiziv an deiz – Kred : © Julien Ogor/Brest meurgêr

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

1898 : an Direct, un fun danvor nevez e Deolenn

La Dépêche de Brest 6 aout 1897 cable transatlantique
Savlec’h ar C’hab Cod e 1898

Staliet e voe ar fun nevez, anvet an Direct, etre an Deolenn hag ar C’hap Cod e meur a c’houlzad abalamour m’eo hir ar fun-se, an hini hirañ a zo bet biskoazh : 6000 km ! Teir bag a voe karget da gas al labour da benn : ar François-Arago, a oa da Gevredad industriel ar pellgomzerezh, an Dacia hag ar Silvertown, a oa d’ar c’hevredad saoz Silvertown.

Krouet e voe ar funioù danvor e Bézons ha Calais diwar ur gor kouevr goloet gant tri gwiskad latex.

Eus tu Brest ez eo ar vag François-Arago  a reas war dro an douarañ e miz Ebrel 1897 pa ‘z eo an Dacia a reas war-dro en tu all eus ar Mor Atlantel – er C’hab Cod bepred – 2 viz da c’houde.
Meur a wallzarvoud a zegouezhas p’edod o staliañ  ar fun war an doneier. Daoust d’an dale e voe lakaet er mor al lodenn diwezhañ eus ar fun ma junte an daou du, d’an 2 a viz Gwengolo 1898 gant ar François-Arago.
Adalek ar 7 a viz Gwengolo ez eas ar fun danvor en-dro ha drezi an eskemmoù prim etre Bro-C’hall hag ar Stadoù Unanet. Troc’het e voe e 1940 hag adlakaet e 1952. Mont a reas en-dro betek 1959.

 

 

 

maison doelen cable transatlantique
Savlec’h an Doelenn e 1898 
maison cap cod cable transatlantique
Savlec’h ar C’hab Cod e 1898

 

 

 

 

 

 

 

 

E bourzh ar Silvertown

E-touez an dastumadoù prizius e mediaoueg Brest ez eus daou rummad luc’hskeudennoù graet gant André Reynier, a oa ijinour-luc’hskeudennour e bourzh ar Silvertown en 1898.

 

a bord silvertown cap cod brest

 

Luc’hskeudennoù. Ehanoù ar Silvertown, Fun dreuzatlantel Brest-Kab Cod


Un dastumad a 23 luc’hskeudenn tapet da-geñver ehanoù ar vag Silveston p’edo o staliañ ur fun danvor etre Brest hag ar C’hab Cod (Massachussetts, Stadoù-Unanet) e 1898. Skrivet eo alc’hwezioù ar skeudennoù gant liv gell pe du war an tu gin. Darvoudoù buhezek a weler warno : straedoù, bord ar mor, chanterioù sevel bigi, savlec’hioù pellskrivañ, arsanailhoù…

 

>>> >>> Gwelet an teuliad niverelaet <<< <<<

 

 

Evit gouzout hiroc’h war avañturioù ar funioù danvor e Breizh e c’hellit lenn : 

- La grande aventure des câbles télégraphiques transatlantiques à la pointe de Bretagne, Association Locmaria Patrimoine, 2016.

- De Déolen à Locmaria-Plouzané : un rêve fou, traverser l'Atlantique, Jean-François Douguet. - Brest : Société d'Etudes de Brest et du Léon, 2000,
In : Les cahiers de l'Iroise, n° 188, octobre 2000

- The French Cable Station Museum at Orleans, Cape Cod, Massachusetts (en anglais)

 


André Reynier, Photographies. Escales du Silvertown. Câble transatlantique Brest-Cap Cod, [1898] 

Brest, Mediaoueg François Mitterand-Ar Gapusined, RES XIXE D2929