Skip to main content
port de Brest

ESPARADENN

Brest, un dastumad fotoioù ar breudeur Neurdein

Al levr gant 12 skeudenn ennañ a gaso ac’hanoc’h e Brest hag an tro-war-droioù e deroù an XXvet kantved. Gant ur groc’henn azen livet e ruz hag an titl alaoueret eo goloet al levr-mañ.

 

Couverture rouge avec titre doré

 

Etienne Neurdein (1832-1918) hag e vreur Antonin (1845-1914) a zo mibien Jean Adolphe César Neurdein (peotramant Charlet) hag a voe eñ ivez luc’hskeudenner a vicher, krouet gantañ an atalier « Charlet & Jacotin » goude bezañ bet aktour, ti-savour ha klasker aour. E-giz e dad e sav Etienne un atalier luc’hskeudenniñ en 1863 e Paris asambles gant e vreur Antonin. Pephini e lod : merañ an atalier ha tenañ poltriji a ra Etienne p’emañ Antoniñ o beajiñ a-fed digas fotoioù savadurioù ha gweledvaoù gantañ. Krouiñ kartennoù post a grogent da ober ivez adalek kreiz ar bloavezhioù 1890.

 

Brest, le port militaire et le pont tournant

 

Fellout a ra deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn ar breudeur Neurdein : it war lec’hienn Gallica

Recueil comprenant plusieurs photographies de l’exposition universelle de 1900 à Paris

Catalogue des collections et sujets édités dans le format carte postale 

 

>>> Découvrir le document numérisé <<

 


Les frères Neurdein, Brest, [1890]
Brest, Médiathèque François Mitterrand-Les Capucins, RES FB D747