la_depeche_de_brest

ESPARADENN

La Dépêche de Brest

« Je vous présente la Dépêche de Brest. Elle naît seulement et demande votre indulgence » a embann ar pennskridaozer Dessoye d'al lennerien d'an 18 a viz Du 1886.

1886. Ganedigezh ur gazetenn

D'an 18 a viz Du 1886 eo bet ganet La Dépêche de Brest, o tont war-lerc'h l'Union Républicaine du Finistère a oa bet krouet 10 vloaz a-raok. Ar gazetenn republikan a zeu da vezañ pemdeziek abalamour da ved ar c'heleier o vont war vuanaat.  2 wech bemdez e vez embannet e-pad ar Brezel bed Kentañ zoken, diouzh ar mintin ha diouzh an noz.
Staliet e oa burevioù an Dépêche er straed Jean Macé e Brest, el lec'h m'emañ c'hoazh an Télégramme. Tec'het o doa da Vontroulez e 1941 goude bombezadegoù ar gevredidi
Renet eo La Dépêche gant Marcel Coudurier, a glask chom pell diouzh gouarnamant Vichy. E miz Meurzh 1942 avat  e tegemer ar gazetenn ur rener nevez, Yann Fouéré, hag a choaz ul linenn embann tuetoc'h d'ar c'henlabourerezh.
Paouez an embann a ra ar gazetenn d'ar 17 a viz Eost 1944. He holl vadoù a zo amskaret e miz Gwengolo. Treuzkaset e vezont d'an Telegramme, un titl nevez aotreet gant ar c'h/comité régional de l'information staliet e Roazhon dindan renerezh Henri Fréville. Skouerenn gentañ an Télégramme a zeu e-maez gwaskerell d'an 18 a viz Gwengolo 1944.

2013. Azginivelezh un istor

Rentañ enor d'an Dépêche de Brest kement ha da istor Brest a-ziaraok an Eil Brezel bed a zo graet d'ar 1añ a viz Genver 2013. Diwar intrudu an Télégramme, servij an dielloù ha mediaouegoù kêr Vrest e vez kroget gant ar raktres niverelaat.
Tost da 120 000 pajennad a zo niverelaet e-pad 5 miz ha lakaet enlinenn a drugarez da vinistrerezh ar Sevenadur, Rannvro Breizh, Departamant Penn-ar-Bed, Ti-kêr Brest, Brest Meurgêr ar Mor hag an Télégramme.
Sellet ouzh n'eus forzh peseurt pajenn adalek 1886 a c'heller evit ar wech kentañ o klask dre ur ger, un anv pe ul lec'h.

 

Sellet ouzh ar gazetenn niverelaet.