Yroise - Développement de la route des vaisseaux du roy La Boudeuse et L'Etoile autour du monde

ESPARADENN

Troiad Bougainville (1766-1769)

Kuitaat a reas Bougainville lennvor Brest d’ar 5 a viz Kerzu 1766 e-bourzh ar fourgadenn La Boudeuse.  Ar merdeer gall kentañ oc'h ober tro ar bed war vor e oa-eñ . Un eil bag, al lestr-karg L’Étoile aet eus Rochefort d’ar 1añ a viz C’hwevrer 1767, en em gavas gantañ e Rio de Janeiro, e Brazil, d’an 13 a v.iz Even 1767, evit ober tro ar bed asambles.

E-kerzh o zroverdeadenn e tremenas Bougainville hag e akipaj  dre strizh-mor Magellan, ergerzhet a rejont su Enezeg Tuamotu  a-raok en em gavout e Tahiti d’an 2 a viz Ebrel 1768, nebeud goude Samuel Wallis a oa bet eno e  Mezheven 1867). Ne chomas ket Bougainville 10 devezh eno ha mont a reas kuit en ur gas gantañ un Tahitian youlek, Ahutoru, a yeas betek Pariz, ma voe diskouezet da roue Frañs. Siwazh e varvas Ahutoru gant ar vrec’h war hent an distro e 1771, goude un ehan war Enez Voris.

La Boudeuse
La Boudeuse

 

 

Voyage autour du monde par Bougainville

E-kerzh e veaj ez eas Bougainville da ergerzhet Enezeg Vanuatu (Espiritu Santo), hini Louisiade, an Inizi Salomon, hag erruout a reas d’an 30 a viz Even 1768 war un enezenn hag a vo roet e anv dezhi, etre an Inizi Salomon ha Papoua Ginea-Nevez. A-benn ar fin e c’hellas kavout pourvezioù war an Inizi Maluku pa oa darn eus an akipaj gant « droug an douar » (skorbut) abaoe ma oant degouezhet er Meurvor Habask.

Distreiñ a reas da Sant-Maloù d’ar 16 a viz Meurzh 1769 hag embann a reas e 1771 ha 1772 an div lodenn eus al levr Le voyage autour du monde par la frégate du roi La Boudeuse et la flûte L'Etoile en 1766, 1767, 1768 et 1769.

 

Gras d’ar veaj-se e oa bet kavet Enez Tahiti gant Frañs. Studiadennoù skiantel talvoudus a oa bet graet gant tri den gouiziek a oa e bourzh : ar c’hartennour Romainville, ar steredoniour Véron hag an naturour Commerson. Hennezh diwezhañ a oa ambrouget gant e vevel hag a oa ur plac’h anezhi e gwirionez : Jeanne Baré, marteze ar plac’h kentañ oc’h ober un droverdeadenn. Rein a reas Philibert Commerson an anv Bougainvillée d’ur seurt bleunioù hag a voe profet da Joséphine de Beauharnais, pried kentañ Napoleon.

bougainville vocabulaire tahiti

Louis Antoine de Bougainville, Voyage autour du monde, par la frégate du roi La Boudeuse, et la flûte L'Etoile ; en 1766, 1767, 1768 & 1769, 1771
Brest, Mediaoueg François Mitterrand-Ar Gapusined, RES XVIIIE B424