Ganet e oa Jules Sébastien César Dumont d’Urville e Condé-sur-Noireau d’an 23 a viz Mae 1790 ha marvet abalamour d’ur gwallzarvoud e Meudon d’an 8 a viz Mae 1842. Ofiser a vor hag ergerzhour gall e oa, kemeret en doa perzh e beajoù skiantel etre ar bloavezhioù 1822 ha 1840, e bourzh an Astrolabe dreist-holl.
An titl zo hir ha skivet e galleg eus ar mare-se met sklaer eo evit gouzout ar pezh a zo e-barzh : « Recueil de toutes sortes de machines, d’outils, et d’ustensiles en usages pour la construction et carenne des vaisseaux, et de tout ce qui a rapport à leurs armements dans un arsenal de marine ».
Sed aze ul levr-stur a-fed sevel bigi evit an dud karget da grouiñ, da vontañ ostilhoù da vont war vor, pe da implijout anezho.
E penn al lestr kourser La Cloture e 1805 edo ar c’habiten Castex o koursial an Anglizien er Mor Karib. En e levr-bourzh e komz eus an hent, doareoù an amzer, eur ha dizeur ar veaj kement hag anv ar bigi kourset hag ar preizhoù da goulz brezel ar c’hourserezh en Antilhez.
Kuitaat a reas Bougainville lennvor Brest d’ar 5 a viz Kerzu 1766 e-bourzh ar fourgadenn La Boudeuse. Ar merdeer gall kentañ oc'h ober tro ar bed war vor e oa-eñ . |
Hir eo titl ar vezhineg-mañ, gantañ avat e komprener mat penaos e oa bet savet ar vezhineg-mañ . Emile Carot, letanant a vor, en doa dastumet 162 standilhon a vezhin liesseurt oc’h ober tro ar bed e bourzh ar gorvetenn La Thisbé etre ar bloavezhioù 1858 ha 1861. Aet e oa kuit eus an Oriant e 1858 da vont da Noumea ha mont a reas alese e 1859 betek Polinezia.
Ar stumm skrivet Yroise a oa bet implijet war ar c’hartennoù mor e pad ur frapadig berr etre fin ar XVIIvet kantved ha deroù an XVIIIvet. Hervez Dictionnaire pittoresque de de marine (1835) e oa « Le passage de L’Yroise » un takad morr tro-dro da Vrest etre Beg ar Raz hag Enez-Eusa. Ar gatennourien a implijo an doare skrivañ Iroise da vare an XVII vet kantved a zeuas da vezañ an hini boas e galleg betek an amzer a vremañ.
Sellet a-dostoc’h ouzh ar gartenn vor eus 1693
Grit anaoudegezh gant Brest hag an trowardroioù a drugarez da destenioù istorel : un albom skeudennoù, deskrivadur ar galeoù, brastresoù hag kement 'zo c'hoazh...
A-raok pell e vo ivez ul levr war reolennoù ha lezennoù a Vreizh dindan ar Renad kozh, embannoù ofisiel ha sorprennoù all.
Ur fri furch a zo ac'hanoc'h war ostilhoù merdeiñ ar c'hantvedoù tremenet ? Bamañ dirak bezhinegoù a blij deoc'h? Evidoc'h eo ar rubrikenn-mañ.
It a-enep red an amzer dre ziv gazetenn eus ar vro : la Dépêche de Brest (niverelaet asambles gant an Télégramme, diellaoueg an Departamant ha Ti-kêr Brest) ha Ouest Eclair (eus Gallica). Grit ho mad ivez eus dastumadoù kevredigezhioù gouiziek..
Gwelet anezho dre AMAÑ.
Diskoachet e vez da heul hon teuliadoù koshañ (henvoulladurioù, embannadurioù ar XVIvet kantved, levrioù dibar ar Mirad glad) kement hag un dibab dielloù a-zivout istor al levraoueg.
« Je vous présente la Dépêche de Brest. Elle naît seulement et demande votre indulgence » a embann ar pennskridaozer Dessoye d'al lennerien d'an 18 a viz Du 1886.
Al levr gant 12 skeudenn ennañ a gaso ac’hanoc’h e Brest hag an tro-war-droioù e deroù an XXvet kantved. Gant ur groc’henn azen livet e ruz hag an titl alaoueret eo goloet al levr-mañ.
Follennata geriadurioù galleg-brezhoneg, levrioù gant beskont Kervaker pe testenioù avielourien ar XVIIvet kantved e Breizh, e brezhoneg anat deoc'h. Bez eo amañ levrioù eus hon dalc'had bet niverelaet gant ensavadurioù all pe a zeu da glokaat hon dastumadoù.
Deuit da zizoleiñ beg Breizh dre sell pe oberennoù arzourien ha pa vefent eus ar vro pe o tremen hepken
Pinvikaat a raio an dastumad a-hed ar bloaz gant teulioù Victor Segalen, ar vreudeur Ozanne pe c'hoazh Saint Pol Roux.
Grit anaoudegezh gant hon dalc'had skeudennoù : plakennoù gwer bet digant ur penn bras en XXvet kantved : Marcel Bories.
Kemerit perzh e dizoloadennoù bras pe vihan dre levrioù-bourzh, rentaoù-kont beajoù ergerzhourien ha kement 'zo.
Ergerzhet
Diskouezadegoù ha traoù dibaot