yroise_brest_ville_fortifiee

ESPARADENN

Brest, ur gêr mogeriet

bres_ville_fortifiee_expositionBrest a zo liammet hec’h istor gant ar vrezelouriezh.

Adalek ar penn kentañ e oa stag tonkadur Brest ouzh an arme. Krouet e oa bet war-dro an 3e kantved diwar ur c’hastellum roman, deuet da vezañ ur gêr gloz er Grennamzer. Startaet e voe tonkadur Brest troet war an arme er 17vet kantved. Richelieu eo a zibabas Brest evit bezañ unan eus ar porzhioù-brezel pouezusañ e Rouantelezh Frañs. Krouet e voe an arsanailh da neuze evit sevel ha paramantiñ bigi brezel. Brest, Kêr ar C’huzh-heol, a voe hiviziken unan eus porzhioù-brezel pennañ ar vro, unan eus nerzhioù an arme c’hall, e-pad kantvedoù.patrimoine_brestois_brest_ville_fortifiee

Rak-se e oa pouezus-kenañ difenn Brest hag ar porzh a oa enni. Kreñvaet e voe an difennoù enni bep ma cheñche an darempredoù etre ar broioù hag an teknikoù brezel, betek an Eil Brezel-bed. Bro Brest a-bezh, eus an arvor d’an douaroù, a oa kempennet evit talañ ouzh tagadennoù, pe e teufent eus ar mor pe eus an oabl, gant ur mell rouedad difennoù (mogerioù-kêr, kestell, strolladoù kanolioù ha kement zo).

 

 

 Kit da welet niv.40 ar gazetenn Patrimoine brestois evit mont pelloc’h.

 

 

« Nous avons estimé nécessaire de faire bâtir à Brest une nouvelle enceinte de ville pour mettre ledit arsenal et nos vaisseaux à couvert et les habitants en sûreté. »

Ur gomz gant Loeiz XIV, en ul lizher-aotren e 1681

 

3de kantved : Ur c’hamp kreñv savet gant ar romaned lec’h m’emañ ar c’hastell hiziv an deiz. Dilezet e voe ar c’hamp pa’z eas an impalaerezh d’ar strad er 5vet kantved. Er Grennamzer en em stalias konted Leon eno ha diwar neuze e teuas da vezañ ur gêr gloz.

13de kantved : Duked Breizh a oa perc’henned war ar c’hastell hag a voe ur c’hreñvlec’h brezel eus ar re dalvoudusañ e Breizh er c’hantved da-heul.

1386-87 : Ur c’hreñlec’h a voe savet war glann dehoù ar Penfell e kerzh brezel Kant Vloaz (1337-1453) a-enep ar saozon evit adtapout ar c’hastell a oa e dalc’h ar Saozon d’an ampoent. Ne voe tizhet ar pal nemet o paeañ daspren. Freuzet e voe ar c’hreñlec’h met dalc’het e voe un tour hepken, an tour Tangi, evel ur merk a lorc’hañs. Implijet eo bet an tour e meur a zoare a-hed ar c’hantvedoù, ar pezh a zo kaoz dezhañ da vezañ padet betek bremañ (sez al lez-varn, ti-annez, mirdi) e c’hellomp c’hoazh bourrañ ar stumm nevez a zo anezhi bremañ.

plan_ville_port_brest_1625_yroise
[Tres porzh Brest, ar Penfell, gant ramparzhioù Brest], 1625 - BnF, gallica.bnf.fr

 

1631 : Richelieu a lakaas Brest da vezañ unan eus ar porzhioù-brezel pennañ e Rouantelezh Frañs.

 

brest_1634_yroise
Brest, 1634 - BnF, gallica.bnf.fr

Bloavezhioù 1660 : Divizet e voe gant Colbert sevel un arsanailh.

1683 : Dont a reas Vauban da Vrest ma savas un tres nevez evit ar c’hreñvlec’hioù hag a voe lakaet e pleustr betek 1705.

plan_ville_bres_amedee_frezier_1754
Tres kêr Vrest, Amédée-François Frézier, 1754 - BnF, gallica.bnf.fr

1776-1784 : Un tres nevez evit kar c’hreñvlec’hioù e Brest a voe savet gant ar markiz Langeron ar wezh-mañ. Mogerioù-tro Brest a voe astennet war-zu ar Bougen ha Killiverzan. Ur gouriz pemp kastell distag a voe savet e kornôg Brest.

War-dro 1850 : Un eil astenn eus ar mogerioù–tro war zu an Harteloire.

brest_rempart_fortifications
Ar mogerioù-kreñv e deroù an XXvet kantved.

1939-1945 : An eil brezel bed. Ac’hubet e oa Brest gant ar soudarded alaman adal miz even 1940. O vezañ m’eo Brest ur porzh strategel e voe difennet gwelloc’h kêr Vrest eget meur a lec’h all en Europa. Kreñvaet e voe ar pezh a oa dija ha savet ivez tro dro da Vrest al linenn difenn anvet Moger an atlantel gant an Alamaned. Goude bezañ bet bombezennet meur a wech gant ar Gevredidi e voe rivinet Brest e fin ar brezel.  

1945-1961 : Adsavidigezh Brest. Dibabet e voe sevel ur gêr nevez penn-da-benn, hep ar ramparzhioù a oa voe diskaret a-ratozh-kaer. Miret e voe un toullad relegoù anezho, en o zouez ar re a zo anavezet ar muiañ : ar c’hastell, an Tour Tangi, kreñvlec’h Montbarey  ha bali Dajot. 

rempart cours ajot
Adasavidigezh Brest : en dalenn gentañ, an dachenn ma veze dalc’het ar glaou er porzh koñvers, en dalenn ziwezhañ ar grapenn Salaun-Penkêr hag er foñs ar Bali Dajot.

 

Kartennoù ha tresoù e-leizh eus kreñvlec’hioù Brest all a gaver war Yroise pe Gallica. 

ville-et-rade-de-brest
Kreñvlec’hioù Brest hag ar vorlenn, 1778 - BnF, gallica.bnf.fr